Stad | Henroma |
---|---|
Lec'h | Impalaeriezh roman |
Deiziad | 3. century |
Deiziad kregiñ | 235 |
Deiziad echuiñ | 284 |
Efed | Impalaeriezh roman |
Anarkiezh Roma, Enkadenn an Trede Kantved, Enkadenn an Impalaeriezh (235–284) a oa ur marevezh en istor an Impalaeriezh roman ma voe darbet dezhi mont da get.
Echuiñ a reas ar marevezh abalamour da drec'hioù Aurelianus ha donedigezh Diocletianus er galloud pa sevenas kempennoù e 284, gant an Detrarkiezh.
E 235 e krogas an enkadenn, pa voe drouklazhet an impalaer Severus Alexander gant e soudarded. Goude-se, e-pad un 50 vloaz e voe aloubadegoù, envroadegoù, brezelioù-diabarzh, emsavadegoù kouerien ha distabilded politikel.